Cliquez pour entendre le texte, en qualité basse : temps de chargement rapide.

Cliquez pour entendre le texte, en qualité haute : temps de chargement long.

Ar Hastellinad o kas an amzer en-dro.

 


              Eur wech e oa e traoń Menez-Kelh, e Kastellin, eul labourer douar. Krapig a veze greet anezań. Hag ar Hrapig-se a veze atao o klemm euz an amzer. Hag eun devez e lakeas en e benn mond da gavoud an Aotrou Doue d'ar Baradoz. Goude bale pell e tegouezas. Ar hentan 'gavas a oa Sant Per.
             
              -" C'hwi eo ar porzhier amań ? a lavaras dezań. - Ya, va mignon.- C'hwi a hell lavared din, mar plij, piou a zo karget euz an amzer e palez an Dreinded ?- Peseurt amzer ? An amzer vrao, pe an amzer hlao ?- Eus an eil hag eben, Aotrou Sant Per. ­ Evid an amzer vrao ema Sant Barnabas, hag evid an amzer hlao ema Sant Medar. "

              Ne ouzor tamm ar pez a dremenas etrezo, med evid doare ranke beza bet tabut, rag an daou zant a bignas da gavout an Aotrou Doue.


              -" Aotrou Doue Benniget, a lavarjont dezań, ni a zo o tond da veza sinkanet gant eun istrogell euz Kastellin. Lavared a ra e reomp fall on labour."
An Tad Eternel a zeuas eur mousc'hoarz war e vuzellou hag a lavaras dezo kemenn d'ar Hastellinad dond d'e gavoud. Krapig, goude beza stouet e benn dirag Mestr an Nenv hag an douar, a lavaras dezań e glemmou." Ar pez a zo sur, emezan goude, ma karfeh, Aotrou Doue, karga eul labourer douar da gas an amzer en-dro, ne vefe ket greet kement a glemmou ha ma reer bremań. Mad eo, erne an Aotrou Doue. Pegwir emaout amań, te eo a gargan euz an amzer e-pad c'hweh miz."

             An daou zant, neuze, a gasas ar Hastellinad da gambr an amzer, er Baradoz. En daou du d'ar gambr e oa lasou a-istribilh. A-zidan al lasoł oa skrivet: avel, glao, amev, amzer vrao, erc'h, kazarh, reo, frim... ha me oar ?..      o" Te, sell, erne dezań an daou zant, n'ez-peus netra d'ober nemed sacha war al lasoł evit kaout ar pez a zo skrivet dindanno." Hag int er-mźz.

             Krapig, a hellit kredi, a oa lorh ennań. Selled a reas ouz al lasou an eil goude egile, hag evid eun esa ha netra ken, e sachas warno beb eil. Ha da viz Mae e lakeas da goueza erh e Kastell, Kazarh e Montroulez, glao pilh e Kastellin, frim e Kemper, ha skom e Kemperle. Kement-se, avad, n'oa nemed eur c'hoari. En em lakaad a reas neuze da ober e vicher a zevri. . .
Koulskoude ar c'hweh miz a oa tremenet. An daou zant a zistroas hag ar Hastellinad a ziskennas war an douar .

             Pa oa gwelet o tiskenn, eur bem tud a redas beteg ennań. -" Den sod, a lavare an oll dezań, emań kollet ar bloaz-mań ganez. Pa veze red glao ez peus roet heol tomm ; pa veze red heol tomm ez-peus roet yenijenn. 'Peus ket a vez ?.." Med ar merhed yaouank eo a youhe ar muia... E-pad prosesion pardon Kastellin e reas eur glao spontuz ma oant lakaet oll evel maskaradennoł. . . 

               Evit troha berroh, an daou zant a oa araok e penn an amzer a gemeras a-nevez o harg, ha Krapig n'en em glemmas mui eus ar glao nag eus an amzer vrao.

Kristof JEZEGOU (E Korn on oaled).