Degemer skolidi Brissac (Anjou) er Vro Vigoudenn.


Interview maëlle klervi


Hor genskriverien eus Brissac a zo erruet d'al lun 2 a viz Mezheven e Pont 'n Abad evit dizoleiñ ar vro. Evit o degemer eo bet graet un arvest sonerezh gant benviji ar vro: 2 akordeoñs, 3 delenn ha 3 practice. E pad an arvest-se zo bet kanaouennoù ha dañs.ivez.Ouzhpenn-se zo bet stalioù : ar c'hoari galoch, gouren, dañs ha dilhad kozh.

   Dre strolladoù bihan int aet da weladenniñ Pont 'n Abad hag er fin an deiz pep hini a zo aet gant e familh.
   D'ar meurzh 3 int a zo aet da ragenez Kraozon evit ober un devezh geologel. Klasket o deus fosiloù war aod ar Fret ha gwelet o deus mirdi ar mein. Lod o deus kavet brav, padal re all o deus kavet kentoc'h skuizhus.
   Ar merc'her a oa un devezh hep skol. Pep hini en deus graet ervezh e c'hoant: poul-neuial, gwelladenniñ ar vro, ar c'herioù brudet, Kemper, Konk-Kerne pe c'hoazh debriñ krampouezh...
   D'ar yaou aet int da Bont Aven ker brudet al livourien ha goude int aet e stal fardañ gwastell "Traou mad". En ur zistreiñ d'ar ger int aet e bord ar mor en Enez Tudi ha Kombrid.
   Evit echuiñ ar sizhun aet int da bourmen e Kemper, lec'h zo kalz traoù da welout: ilis veur St Kaourantin, ar gêr gozh, failhanterezh Henriot... Echuet o deus an droiad gant porzh peskerezh ar Gelveneg hag Haliotika.
   Soñjal a ra deomp e oa ur sizhun vat evito.


Sizhun glad er skolaj (6ved klas)


D'ar yaou 5 ha d'ar gwener 6 a viz mezheven 2003.


Abaoe un nebeut bloavezhioù bremañ hor skolaj a ra berzh d'ar glad.

   Kroget eo bet d'ar yaou vintin gant broderezh. Pep hini en deus bet un tamm lienn gant tresadenn ar plum paon, neud melenn ha hini oranjez (livioù ar vro vigoudenn) hag un nadoz, evel just. Div gelennerez o deus desket deomp pe sikouret ac'hanomp da vrodañ e-pad ur penn devezh. Kendalc'het hon eus d'ar gwener goude merenn ha deut omp benn da echuiñ.
   Ouzhpenn ar vroderezh e oa ar c'hoari galoch ken brudet er vro vigoudenn. C'hwezek a dud eus kevredigezh ar galoch a oa deut da zeskiñ deomp penaos c'hoari. Lod o deus kavet plijus met lod all hir an amzer.
             Setu amañ reolennoù ar galoch dre vras.
   Bez ez eus un tamm koat anavezet ar galoch. Ur pezh vihan e vez lakaet war c'horre anavezet al lipar. Gant pezhioù brasoc'h (1,2 kg) eo ret lakaat da gouezhañ ar galoch ha ret eo d'al lipar bezañ tostoc'h d'ar pezh eget d'ar galoch.
   Bizited hon eus ivez ur stal fardañ krampouezh ha kouign amann e Fouesn.
   Savet hon eus panelloù war ar c'hampouezh gant skolidi all eus ar c'hlas e galleg evit ober un diskouezhadeg er skolaj. Studiet hon eus eus an had gwinizh betek ar grampouezhenn gant un enklask war an debriñ krampouezh.