An hini glañv

DIVIZH etre GWENDAL (ar mab ,GW ) pe ENORA ( ar verc'h, E) ,AN ITRON LAPOUS (ar vamm,1 .L),AN AOTROU LAGADEK (ar medisin,AO. L)

-GWENDAL (ENORA): Mamm, me zo klañv, d'em sonj. Drouk penn am eus.

-ITRON LAPOUS: Hast buan Gwendal (Enora) pe vi diwezhat er skol !

-GW (E) :Nann,gwir eo, mammig, n'on ket yac'h!

-I.L :Kemer un aspirin neuze ha da drouk-penn a baseo, me 'zo sur!

-GW (E) :Ma fell dit...

-I.L :Me a sonj din n'en deus ket c'hoant mont d'ar skol .
-GW (E):(Gwendal a ev ur verennad dour gant an aspirin )...Mammig, bremañ em eus drouk gouzouk. 

-I.L:Ha petra c'hoazh! Diskouezh da dal  amañ...O ma Doue, met terzhienn a zo ganit sur! Te a zo tomm.Gwelloc'h eo dit mont e-barzh da wele en-dro ha pellgomz a ran diouzhtu d'ar medisin, Aotrou Lagadek 

 

-Allo!Aotrou Medisin? Demat .An Itron Lapous eo. Ya...Gwendal (Enora) ma mab(ma merc'h) a zo klañv gant terzhienn.Daoust hag e c'hellfec'h dont da welout anezhañ er gêr...Ya? O trugarez...

-GW(E) :Mammig! Klevet em eus ar pellgomz! Dont a ra ar medisin da welout ac'hanon?

_I.L: Aze 'mañ dija!
(Mont a ra ar vamm da zigeriñ an nor)


-I.L: Demat Aotrou Medisin !

-I.L: Aotrou Lagadek: Demat Itron Lapous.  Pelec'h emañ an hini klañv?(glañv) .

-A.O.L : Demat paotr bras!(merc'h vras)!Penaos emañ ar bed ganit?

-GW(E):Fall a-walc'h!

-AO. L..Pelec'h ac'h eus drouk?

-GW(E). 'Ba' ma fenn, ma gouzoug... Hag e pep lec'h!

-AO.L   .O,O,O! Terzhienn ac'h eus?

-GW(E)-Ya 39 derez (nav derez ha tregont) ha koulskoude kemeret em eus un aspirin.

-AO. L. Digor da veg !Brasoc'h mar plij! Ar baz a zo ganit ?

-GW.(E): Nann dre chañs! 

-AO.L.: Hum...

-GW(E): Dañjerus eo?

-AO.L.:O ya ! Ur bikadenn 'ba' da feskennoù ha d'an ospital...

-GW(E): O ma Doue! Ha c'hwi a zo o vont d'ober ar bikadenn-se din pe ar glañvdiourez?

-AO.L.:Arabat kaout aon. Me a zo o vont da reiñ louzoù dit...Chom e-barzh da wele daou zevez ha d'ar skol adarre.

-GW(E):Trugarez Aotrou.

-AO. L. : Kenavo, Gwendal.

(Skrivañ a ra ar medisin war ur follenn baper)
Setu Itron , al louzoù-mañ a zo da brenañ ti an apotiker.

-IT.L.:A-du. Pegement evit ar welladenn?

-AO.L.:Tregont euro, mar plij.

-IT.L.Setu.

-AG. L. :Trugarez ha kenavo Itron .

-IT. L. : Kenavo Aotrou Medisin ha trugarez evit Gwendal (Enora)

-GW(E):Ya o o o o! Peogwir e choman er gêr , ne vo ket skol evidon! Ha ne vo ket ret din ober al l labour-skrid e jedoniez . . . !


Savet gant Claudine Guillou