Piv a baeo?

Daou foeter -hent, Tin vras ha Laou an Togn, a zo o vale kêr, nec'het gant ar berr­arc'hant ha gwasket gant an naon du.

Arvest kentañ

Tin - Brav eo bale d'an hini eo leun e gof, met bale gant ur c'hof goullo. . .
Laou­ Ha c'hoazh, ma ouifemp da belec'h emaomp o vont?
Tin - Keuz am eus da di ma mamm: bara-mel ha chokolad war an daol ingal!
Laou- Marc'h war ar boued e oan-me!
Tin - Laou, c'hwezh kig rostet a zeu betek ma fri.
Laou - Eus an ostaleri-se emañ o tont, sur!


Tin - Deomp e-barzh da zebriñ.
Laou - Arc'hant zo ganit?
Tin­- Pegoulz e vo paeet? Araok pe goude?
Laou - Goude, evel-just. Biskoazh n'em eus klevet e vefe goulennet arc'hant a-raok,
nemet gant ar vugale e vefe.
Tin- Deomp tre, neuze.
Laou- Kerzh a-raok. Me a lakaio ma zreid war seulioù da votoù, Tin.


An ostiz- Deuit tre tudoù! Petra ho po?
Tin- Traoù war an daol!
Laou- Petra a zo ganeoc'h war an tan?

An ostiz- Ur pemoc'h bihan tener emeur o rostañ.
Tin- Me a garfe kaout ur pladad vioù fritet ouzhpenn-se.
Laou- Hag ur c'hilhog lart da heul ar pladad soubenn.
Tin- Hag un tamm fourmaj laezh araok ar frouezh.
An ostiz- Hopala, paotred, c'hwi zo kreñv war ar boued ! Mil boan ho po da sevel diouzh
taol 'm eus aon !
Tin- Kemend-all a zebromp div wech bemdez.
An ostiz- Graet 'vo deoc'h, hervez ho c'hoant. Evit ar priz ne c'hellan ket lavaret c'hoazh.
Laou- Ne reomp ket forz gant ar priz.
An ostiz- Mont a ran da zispluñviñ ar yarig. Petra ' vo degaset deoc'h da c'hortoz?
Tin- Gwin ruz, eus ar gwellañ !


                                                Eil Arvest

Goude ar pred.

Tin-Dreist eo bet an traoù en ti-maņ. Ma gwalc'h am eus bet. Dont a rin en-dro evit ar memes priz.
Laou- Evit ar memes priz ! A, Yaou  n'eus gwenneg ebet ganeomp.
Tin- Kasomp ar peurrest d'an traon bepred a-raok mont en toull.
Laou- Yec'hed mat dit.
Tin- Ha taolioù botoù er penn a-dreņv ma n'eo ket fest-ar-vazh !
Laou- Kavet em eus an tu da vont kuit.
Tin- Lavar din buan buan 'ta.
Laou- Deus tostoc'h, ma vo silet an doare e pleg da skouam.
Tin- Komprenet em eus.


Laou- Ostiz, deuit amaņ, 'rn eus aon eo erru poent deomp paeañ.
An Ostiz- Setu ho kont, Aotrounez.
Tin- Roit anezhi din. Din eo da baeañ.
Laou- Ha! n'eo ket, ma zro eo. Me an hini eo a baeo.
Tin- Ostiz, ma kemerit arc'hant digant an den-maņ, e vo bec'h en ti, me a lavar
deoc'h !
Laou- Roit an tamm paper-mañ din.
Tin- Ta, ta, ta, ta! Pegement eo ?
Laou- Tri skoed warn-ugent.
Laou- Ni zo kamaladed kozh, n'omp ket ? Din eo da baeañ eta !
An Ostiz- Perak ne rannit ket an dispign etre daou ?
Laou- Etre daou: biskoazh kemend-all !
Tin- Setu ar pezh a va graet. C'hwi, ostiz a voucho ho taoutagad hag a glasko
pakan unan diouzhimp. An hini paket a baeo.
An Ostiz- Mouchig dall a vez graet eus ar c'hoari-se, neketa ?
Laou- Setu, skoulmit ar mouchouer-maņ tro-dro d'ho penn.
An Ostiz- Ne welan tra ebet ken. Prest oc'h ?
Tin- Evit bezañ prest omp prest avat ! Deoc'h da glask !
Laou- Er-maez, ha d'an daoulamm ruz !


An ostiz- Pelec'h emaint ? Trouz ebet ken.
( tennan a ra ar mouchouer )
Penaos ! Den ebet ! Digor bras ar prenestr ! Harz al laer ! Harz al laer !

Savet gant P-J Helias