Stéphanie eo ma anv. Unnek bloaz on. Emaon e chom e Pont 'n Abad. Pemp omp e-barzh ar familh. Ur breur am eus, pempzek bloaz eo. Ur c'hoar vihan am eus ivez, seizh bloaz eo.
E skolaj St Gabriel emaon. Plijout a ra din c'hoari gant ma mignonezed.
E saozneg em eus ur c'henskriver, he anv eo Danielle. Plijus tre eo skrivañ lizhiri e saozneg. Danielle a ra fazioù bihan, met sur on, me a ra ivez.
Plijout a ra din ober sport. Neuial a ran d'ar meurzh ha d'ar sadorn. Ma c'helenerien a zo Isabelle ha Marc. Ober a ran ivez hand-ball d'ar sadorn. Ma c'helenner a zo Thomas. Sportourez on. Plijout a ra din pesketa war vag ma zad kozh. Pesketa reomp gant rouedoù ha linennoù. Un devezh on bet war inizi Glenan gant ma zad kozh. Chomet on pevar devezh. Plijus e oa. Ur wech ar miz ez an da bourmen gant ma familh.
Debriñ a ran er ger. Ar pezh a blij din ar muiañ eo an toazennoù.
Plijout a ra din ivez selaou muzik. Ar c’hanaouennoù a garan ar muiañ eo kanaouennoù gant Jennifer, Priscilia, Las Ketchup ha Lorie.

Stéphanie