Demat, ma anv eo Per Yann. Me' m eus unnek bloaz, me' zo er c'hwec'hved klas divyezhek e skol Sant Gabriel e Pont 'n Abad. Ur breur am eus e anv eo Brieuc, anv ma zad eo Bruno hag hini ma mamm eo Armelle.
An danvezhioù a blij din ar muiañ er skol eo ar brezhoneg, kelennet gant M. Guiziou ar saozneg kelennet gant M Joubert hag ar sport gant M Andro.
Er sport e ran redadegoù, ping-pong, lammat ha jimnastik. Plijout a ra din ober judo ha badminton. Ober a ran ar sport-se, ar judo, abaoe seizh bloaz. Ur gouriz oranjez gwer am eus. Ober a ran judo d'ar gwener e-pad un eurvezh hanter e sal ar barrez. Ober a ran ivez badminton abaoe ur bloaz d'ar merc'her e-pad div eurvezh hanter. Plijout a ra din ober badminton peogwir e fiñver kalz. Graet 'm eus 4 kenstrivadeg, gounezet 'm eus div wech hag evit an div all 'm eus echuet er pevare plas.
Plijout a ra din ivez c'hoarioù video, sellout ouzh an tele ha selaou muzik.

Per Yann