Ma anv eo Matthieu. Daouzek bloaz am eus. E Pont 'n Abad emaon o chom. Daou vreur am eus, an hini gentañ eo Thomas, seitek bloaz en deus, hag an hini all eo Tanguy, dek bloaz en deus.
Ma zad eo Jean Michel, eñ a zo pemp bloaz ha daou ugent, ma mamm eo Sylvie, hi he deus daou vloaz ha daou ugent.
Er skol, ar pezh a blij din studiañ, eo ar saozneg. Ar pezh a ran saozneg eo ul labour eskemm gant an inizi Bermudes. Ni a skriv lizhiri da vugale du-se.
Plijout a ra din al loened; daou gazh am eus, ur c'hi ha daou besk
Sport a ran ivez, ar pezh a blij ar muiañ din eo ar badminton. Kroget em eus ur bloaz 'zo. E sal sport Pont 'n Abad e c'hoarian. Ur sport all a blij din ober ivez, an hand balI.
An traoù a blij din er gêr eo c'hoari video war an urzhiater. Kalz c'hoarioù am eus. Ar pezh a ran d'ar zul eo mont d'ar poull-neuial ha mont da di ma mamm gozh evit debriñ.


Matthieu