Skolidi ar pempved klas.
Maëlle eo ma anv. Daouzek bloaz am eus. E Pont an Abad emaon o chom.
Me am eus blev melenn hir ha daoulagad glas. Teir c'hoar hag ur breur am eus.
Lannig eo anv ma breur hag Hélène, Laurence ha Gwenn eo anv ma
c'hoarezed.
Ober a ran brezhoneg abaoe seizh bloaz, kroget em eus er skol-vamm gant Christine
Bargain. Ma c'hoar vihan he deus kroget er skol-vamm ivez
Dañsal a ran abaoe c'hwec'h bloaz e Kelc'h Keltiek Kombrid. D'ar Gwener
eo ma c'hentelioù dañs. Kregiñ a reont da seizh eur. Ma
c'hoar Hélène a ra dañs ivez gant ar re vras.
Me a ra sport ivez. Er skol’ ran hand-ball abaoe ar bloaz paseet. Ar c'hentelioù
zo d'ar merc'her goude kreisteiz, eus un eur hanter da beder eur. Goude ar hand-ball
me a ra ma labour skol. Akordeoñs a c'hoarian er Gelveneg abaoe tri bloaz
ha deskiñ a ran seniñ bombard e bagadig Kap Kaval e Ploeur .
Maëlle