Ma anv eo Erle. Daouzek bloaz on. Ur breur anvet Kevin am eus.
Er pempved klas on hag abaoe c'hwec'h bloaz emaon oc'h ober brezhoneg. Ober
a ran un eskemm e-mail e saozneg gant skolidi eus an inizi Bermudes. D'an nevez
amzer ez aimp en Anjou gant ar skolaj. Ma c'henskriver a zeuio da visitañ
ar vro vigoudenn e Mezheven.
Plijout a ra din ober muzik setu perak a c'hoarian an delenn abaoe pevar bloaz.
Heuliañ a ran kentelioù telenn e Pont 'n Abad e Ti-Skol gant Armelle
Chevalier. Ma unan on e-pad ma c'hentel. Etre tout omp pevar o teskiñ
an delenn e Ti-Skol Pont ‘n Abad.
Deskiñ c'hoari ar biniou bras a ran ivez e Kelc'h Keltiek Kombrid. Dav
eo kregiñ gant ur “practice”. Evit ar pezh a sell ouzh ar
sport, mont a ran d'ar poull-neuial d'ar sadorn. Kemer a ran kentelioù.
Nav paotr ha c'hwec'h plac'h omp.
Erlé