Ma anv a zo Elise. Daouzek bloaz am eus. Ma blev a zo melen. Me a zo bras. Ba ma familh omp tri bugel. Ur c'hoar hag ur breur am eus. O anv a zo Marie ha Marc. Marie he deus 17 bloaz ha Marc en deus 15 bloaz. Int a zo e lise Pont 'n Abad. Ma zad a zo kelenner war ar sport ha ma mamm a labour e Kemper, ober a ran war dro kontoù an embregerzhioù.
Plijout a ra din tri sport: an atletism, ar marc'hegerezh hag an hand-ball. Ar marc'hegerezh a blij din ar muiañ eus an tri. Bep gwener me a ya d'ober mac'hegerezh e Roskemo. War hent Loktudi eo. Daou bugel ha tri den a zo ba ma c’hentel. Marc'hegerezh a ran abaoe c'hwec’h bloaz.
Evit ar pezh a sell ouzh ar skol, e miz Ebrel an holl vugale eus ar pempved live a raio un eskemm gant an Anjou. Ni a yelo en Anjou e-pad ur sizhunvez ha bugale an Anjou a zeuio e Pont 'n Abad evit ur sizhunvez alI. An eskemm-se a zo evit deskiñ an traoù a zo en Anjou.

Elise